Degemer al lec'hienn > Brezhoneg > Petra eo un astenn ?
Français English Brezhoneg

Sinit ar skrid-goulenn

Ni, kumuniezhiad Internet Breizh, a c'houlenn digant an aozadurioù gall hag etrebroadel karget da reoliata astennoù an domanioù:
ma vo krouet an astenn .bzh evit Breizh!
Ni, Keodederion Breizh, a c'houlenn digant dilennidi Breizh:
sikour ac'hanomp da grouiñ ar .bzh!

Anv-familh

Anv-bihan

Kêr

Post Kod

Micher

Postel

Recevoir la newsletter


Diwall: ma vez sinet ar skrid-goulenn ganeoc'h ec'h asantit e vo skignet hoc'h anv, anv-bihan, kêr ha micher war ar genrouedad. N'eus nemet "Geobreizh" a c'hall mont e darempred ganeoc'h dre bostel.


An 20 siner diwezhañ


BRIAT AGNES
ASSISTANTE COMMERCIALE - LAMBERSART
MACÉ PHILIPPE
CHARGÉ D'AFFAIRES - GUÉRANDE
PRIME JÉRÔME
COLLÉGIEN - EVREUX
FRIDERICH GURVAN
EDITEUR - PARIS
MOUTEL LOUIS
PRÉ-RETRAITÉ - NANTES
GILLET EMMANUEL
JURISTE - COURBEVOIE
GERSANT ANTOINE
ETUDIANT - PARIS
COURT LAURENT
DOCKER - ISTRES
GUILLEMIN LUCETTE
RETRAITÉEL - LE HAVRE
LE FALHER JEAN FRANCOIS
POSTIER - LE POULIGUEN

 

Petra eo un astenn ?

d'ar sul 18 a viz Mae 2008, gant Association Point BZH
Enregistrer au format PDF

Holl doareoù ar pennad-mañ :


An diazezoù

Kement hag ober simpl eo an astenn an darn eus an anv domani a zo eus an tu dehou. Gantañ e c’haller gouzout natur an anv domani.

• Gallout a ra diskouez ur rumm, hag e-se n’o deus mann ebet da welet gant rann pe rann eus ar bed. Evel-se emañ kont gant .com, .net pe .org.

• Gallout a ra diskouez ur vro. Evel-se emañ kont gant .fr evit Frañs pe .es evit Spagn. A-gantadoù ez eus anezho.

Bremañ e c’hall bezañ astennoù all ivez, evel .cat evit Katalonia pe .info evit al lec’hiennoù kelaouiñ.

An astennoù nevez

Bep bloaz e vez krouet astennoù nevez. Er penn kentañ, e 1997, e oa bet rakwelet gant ur bern tud e vije berr war ".com" ha kinniget o devoa astennoù all na vijent stag ouzh bro ebet (graet e vez "gTLDs" anezho). ICANN eo a bled gant ar re-se.

Sevel a-du pe a-enep an astennoù nevez?

Entan pe a-hend-all disfiz a sav alies pa vez kaoz da grouiñ astennoù nevez. Darn a vez nec’het dre ma c’hallfed “tapout krog” en anvioù merkoù. Darn all, er c’hontrol, a gav dezho eo un doare da werzhañ bepred muioc’h a anvioù domani.

Gant an astennoù disheñvel-se e c’hall ar genrouedidi kaout da zibab etre astennoù rummata pe astennoù broioù (ha rannvroioù a-raok pell).

Lakaat reolennoù resis war-sav eo an doare gwellañ da herzel ouzh an n’eus petra forzh petra war an dachenn-se.

Gant piv e vez krouet an astennoù?

Gant ICANN (Internet Corporation for Assigned Names and Numbers), un aozadur hep tamm pal kenwerzhel ebet, e vez meret ar reizhiad anvioù domani (ar re evel .com, .org pe .net) hag ar c’hodoù broadel (evel .fr evit Frañs, .uk evit ar Rouantelezh-Unanet...).

En e gefridi emañ dileuriañ eus ar gwellañ kumuniezhiadoù internet ar bed a-bezh. Evit se eo dre genemglev e vez savet ar goulennoù anvioù domani.

Gant piv e vez meret an astennoù?

Fiziet eo bet mererezh pep astenn lec’hel en ur framm a zo stag ouzh bro an astenn. Er Frañs, da skouer, eo an AFNIC a bled gant an holl anvioù domani a echu gant “.fr”.

An astennoù rannvro ha sevenadur

Abaoe un toulladig bloavezhioù ez eus astennoù rannvro ha sevenadur. N’eo ket diboell eta goulenn .bzh.

Katalonia eo bet ar vro gentañ da gaout hec’h astenn dezhi hec’h-unan, .cat abaoe penn kentañ 2006. Gouestlet eo da yezh ha da sevenadur Katalonia. N’eo ket eta un astenn rannvro pa seller berr, un astenn sevenadur ne lavaromp ket.

An departamant hag an tiriadoù tra-mor o deus ivez o astenn dezho o-unan, .gp evit Gwadeloup, .mq evit Martinik ha .re evit ar Reünion. Reoù all a zo.

Dizale moarvat e vo gallet kaout astennoù evit ar c’hêrioù: .berlin, .tokyo, .nyc evit New York ha .london evit Londrez.

Pegoulz, peur ha pedavare e vo .bzh evit Breizh, he yezh hag he sevenadur neuze ’ta? Sinit ’ta ar sinadeg kerkent ha bremañ!


Er rummad-mañ
Relayez le .bzh
Liammoù
Petra eo un astenn ?
Perak mont da sevel .bzh
Palioù

Respont d'ar pennad-mañ


Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0 | Steuñv al lec'hienn | Lodenn brevez | Droits et reproduction | SPIP