An 20 siner diwezhañ
| BRIAT AGNES ASSISTANTE COMMERCIALE - LAMBERSART |
| MACÉ PHILIPPE CHARGÉ D'AFFAIRES - GUÉRANDE |
| PRIME JÉRÔME COLLÉGIEN - EVREUX |
| FRIDERICH GURVAN EDITEUR - PARIS |
| MOUTEL LOUIS PRÉ-RETRAITÉ - NANTES |
| GILLET EMMANUEL JURISTE - COURBEVOIE |
| GERSANT ANTOINE ETUDIANT - PARIS |
| COURT LAURENT DOCKER - ISTRES |
| GUILLEMIN LUCETTE RETRAITÉEL - LE HAVRE |
| LE FALHER JEAN FRANCOIS POSTIER - LE POULIGUEN |
d'ar sul 18 a viz Mae 2008, gant Association Point BZH
Ur skeudenn hep he far
Gant un astenn .bzh d’e lec’hienn Internet e lakaer skeudenn Breizh war-wel da gentañ penn. Tremen anavezet mat eo berradur Breizh, BZH, koulz e diabarzh hag ar vro hag en diavaez, a-drugarez d’an dud a laka anezhañ ouzh penn a-dreñv o gwetur.
Ur merk kreñv eus identelezh ar vro ar ar BZH na petra ’ta : skeudenn Breizh en hec’h aez, Breizh dinec’h ha lorc’h enni!
Ur benveg evit brudañ
N’eus ket par da .bzh stag ouzh lost e anv lec’hienn evit diskouez diouzhtu spered an embregezh, ar gevredigezh pe an hinienn a ra gantañ. Teir lizherenn leun a ster!
Un dibab ouzhpenn
.org, .com, .net, .fr, .eu ha .bzh a-raok pell! Alies eo bet tapet dija an anv a venner reiñ d’e lec’hienn. Un nor digor gant .bzh eta… Ha gwelloc’h ’zo?
Piv a c’hallo ober gantañ?
Miret e vo .bzh evit al lec’hiennoù Internet a bled gant Breizh, he sevenadur hag/pe he yezh, ha pa vefent diazezet e Breizh pe e lec’h all. Miret a c’hallo bezañ gant strollegezhioù Breizh, an embregerezhioù, ar re ’zo dleet dezho (hag o devo ur prantad rekis evit disklêriañ o anv) ha goude-se gant an hiniennoù (ar re gentañ a vo servijet da gentañ, eno emañ ar reolenn). Dre ret e ranko al lec’hienn ober dave da Vreizh. Ne vo ket un astenn rannvro eta, met un astenn sevenadur evit yezh ha sevenadur Breizh!