NIVER
a izili :
20180 HARP
Drapeau Breton Drapeau Anglais

Pal

Holl stummoù ar pennad-mañ : [brezhoneg] [English] [français]

Palioù ar gevredigezh www.bzh a zo brudañ ha kas war-raok ar .bzh, an astenn evit domani Internet Breizh, he yezh hag he sevenadur.

Pevar fal a zo gant ar gevredigezh:

• brudañ ar .bzh e-touez ar genrouederien ha reiñ da c’houzout dezho pegen mat eo da Vreizh kaout hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan evit he yezh hag he sevenadur.

• goulenn ma vo krouet ar .bzh, kement-se a vez ret goulenn digant ICANN (Internet Corporation For Assigned Names and Numbers), an aozadur etrebroadel a zo karget da reiñ ha da ingaliñ an astennoù Internet.

• skoazell da zastum arc’hant a-walc’h evit ma vo gallet kas un teuliad da ICANN a-benn krouiñ ar .pik.

• goulenn digant dilennidi Breizh sevel a-du gant ar raktres ha harpañ ar goulenn e-keñver ar pennadurezhioù.